Peseurt dazont evit ar fest-noz?
Disadorn baset emañ bet dalc'het e Brec'h, chouk d’an Alre, un tolp foran, aozet get Tamm Kreiz, Dastum ha BCD. An tem ? Dazonet ar fest-noz ! Ker 14 ble 'zo bremañ emañ bet laket ar fest-noz da 'c'hlad sevenadurel dizañvez', ha ret eo lakaat ar fichenn-renabl get an UNESCO da vout a-vremañ. Kouviet oe pep hani a gar da zonet da eskemm a-ziàr stad ar fest-noz bremañ, ha penaos gober aveit ma vo gwarantet ha treuzkaset ivez en amzer dazonet. Ur goulennaoueg enlinenn a oa bet savet en a-raok ivez evit degemer soñj an dud.
Muioc'h get Thomas Postic a laboura e ti Tamm Kreiz.
Ar pennad-kaoz-se oa bet enrollet get Emrys a RBG ha kempennet get Aodren Trehin.