Emañ ur strollad enbroidi yaouank é teskiñ neuial e Baod get ar program Aquarius.
Lod vras ag an enbroidi a arrua e Europa o deus treuzet ar mor kreizdouar evit donet.
Gellet a ra ar veaj dañjurus-se kas traoma dezhe pe aon rak an dour.
Evit sikour anezhe da gaouit fiziañs en-dro ha deskiñ da neuial eo bet savet ar program Aquarius. Kinniget eo d’an enbroidi o deus ar statud MNA, (mineurs non-accompagnés) da laret eo bugale pe krennarded a zo o unan, da gemer perzh ennan.
E poull-neuial Baod e brofita ur strollad c’hwec’h paotr yaouank ag ar program Aquarius, a-drugarez d’un emglev etre ar servijoù sokial hag ar gevredigezh Les apprentis d’Auteuil.
Pazenn ziwezhañ ar program a vo ur veaj da Varsilha evit distroiñ d’a mor kreizdouar. Un momant a bouez, arouezel a vo evit ar grennarded o deus treuzet ar mor-se a-benn donet da Europa.
Riwana Ar Gal a zo a youl-vat get Les apprentis d'Auteuil. Disul baset e oa é reiñ an 9vet gentel d’ar grennarded, ambrouget get o edukatourez.