Berzh neus graet salons ar levrioù e Karaez.
E-pad ar week end 'oa gouel al levrioù e Breizh e Karaez. Dek mil a dud o kantreal dre ar standoù niverus-kaer ken e oant. Ha Harpet ar gouel gant ar rannvro, Lena Louarn 'oa eno en anv Pierrick Massiot, prezidant ar rannnvro, lâret 'ra deomp petore talvoudegezh zo d'ar gouel-mañ.