Loc'hañ ar Redadeg e Lannuon
D'an 8 a viz-Mae e oa lañset ar Redadeg ! An dekvet hini a zo dalc'het ar bloaz-mañ : war-dro 2200 km dre henchoù Breizh er pemp departamant da redek evit ar brezhoneg. Digwener 'oa an devezh-loc'hañ e Lannuon, e sal an Ursulinezed. Benjamin Bouard a oa bet o reportajiñ eno hag en em gavet asambles gant Bleuenn, Serj Falezan, Gwenn, Suzanne ha Zoé.