en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kroget eo ar 5vet Log fest e Plañvour kostez an Oriant.

Kroget eo ar 5vet Log fest e Plañvour kostez an Oriant.

Al « log » e saozneg a zo plankennoù surfiñ hir mod hengounel, él ar re a veze implijet 50 pe 60 vlez zo. Ar re-se a zo lakaet àr wel e-pad 4 devezh, met ouzhpenn surf a zo er gouel.

Tekmao, Loeiza ha Koulma, Eris, An Tec’h, Dorian Sorriaux, Kiss kiss love, pe c’hoazh Black boys on moped a sonay evit plijadur ho tiskouarn ! Dre vras e vo sonerezh stil punk, rock, ha psikedelek, met pas hepken. Ar programm klok a zo da gaouit dre Instagram ha dre Facebook al Log fest.

Bemnoz e vo ar monet-tre el Log fest priz dieub e sal ar Grugellig. Un dachenn a vo evit parkañ, met ret eo gouiet ne vo ket a dachenn gampiñ !

Antoun Cabon a zo barzh ar skipailh aozañ. Aterset get Aodren Trehin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio