en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ha 'ba plas kentañ an dilennadegoù 'ba Bro-Gembre 'vo Plaid Cymru?

Ha 'ba plas kentañ an dilennadegoù 'ba Bro-Gembre 'vo Plaid Cymru?

Dilennadegoù ‘vo dalc’het ‘ba Rouantelezh-Unaned warc’hoazh, dilennadegoù lec’hel ‘ba Bro-Saoz ha dilennadegoù ‘vit envel deputeed ar Senedd ‘ba Bro-Gembre hag ar Parlamant-Skos ‘ba Bro-Skos. ‘Ba Bro-Gembre ‘vo bec’h moarvat ha dreistholl etre daou strollad : Plaid Cymru, ar strollad dizalc’hour ha Reform, ar strollad eus an tu dehou pellañ zo ‘ba e benn Nigel Farage ‘noa kaballet ‘vit ar Brexit. Tamm ha tamm e ta Plaid Cymru e penn araok neuzen. Lakaet eo ‘vel strollad c’hallfe mont dreist d’al Labour zo o ren Parlamant Cymru. Met awalc’h ‘vo ‘vit gounit an dilennadegoù. Selaouomp Felix Parker, ur c’hembread zo o chom ‘ba Aberystwyth hag en deus divizet votiñ Plaid Cymru. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio