Keleier ar vro d'al Lun 4 a viz Mae 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Digwener e oa devezh etrevroadel stourm al labourerion hag al labourezed.
Miliadoù a dud o doe manifestet un tamm pep lec’h b’ar vro. Hervez ar CGT, 8000 a dud o doe manifestet e Naoned, lec’h ma oa troet an traoù da fall etre ar vanifesterion hag an archerion. A hent-arall e oa bet 6000 manifester e Roazhon ha 3000 e Brest hervez an Telegramme pe c’hoazh 900 e Sant-Nazer hervez ar CGT. E Kastell-Briant o doe dibunet 300 a dud. Ar vanifestadeg oe achiv àr reper ar c’hastell lec’h ma oa bet aozet ur sonadeg hag un daol-grenn diàr-benn ar sindikalouriezh àr ar maez, get peadra da zebriñ ha da evet.
Jonathan Guillaume en doe kemeret perzh en aozadur. Goulennataet e oa bet get Anton Burel.
E-pad an achumant-sizhun e oa bet dalc’het ar staj « Brezhoneg er familhoù » e Sant- Ervlan e Bro Naoned.
Pevar den ha daou-ugent o doe kemeret perzh ar blez-mañ. Pal an dibenn-sizhun aozet get KEAV ha Mil Familh a zo bevañ asambl e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun é ober obererezhioù azasaet doc’h lusk ar vugale get tadoù ha mammoù a youl-vat evit KEAV.
Ameli ha Mazeas Le Brun a oa bet goulennataet get Anton Burel.
Evit ar re a faotay dezhe kemer perzh e KEAV e c’hellit lakaat o anv evit ar staj hañv. Ar bloaz-mañ e vo etre ar 5 hag an 18 a viz Gouere e Montroulez.
Da glevet ivez er c'heleier :
-Jean-Luc Mélenchon a zo àr ar renk evit an dilennadegoù prezidant e 2027
-Ur free parti ramzel a oa bet e-tal Bourges a-hed an acimant sizhun.
-E Roazhon, kentañ bazenn ar labourioù evit dic’holoin stêr ar Gwilen a zo achiv.
-Diaeset eo c’hoazh ar c’hondisionoù evit difoc’hañ er Stadoù-Unanet.
-Un tennadig hent 'zo bet graet evit ar Redadeg e New York dec'h!
-Sport:
Strollad handball Brest ar merc’hed, Brest Breizh hand he deus kollet dec’h doc’h Metz e gourfenn kampionezed Frañs.
E Foot ar baotred, Brest a c’hoarie dec’h a-enep ar Pariz FC. Tapet o deus ul lamm ar vrestiz evit 32vet devezh Lig 1 (4-0).