Penaos talañ ouzh an enkadenn a vez er mare-mañ gant ar gounezvouedel ?
Ar gevredigezh Solidarité Paysans a sikour al labourerien-douar lakaet diaes war o atantoù. War wasaat ez a ar c'hudennoù ekonomikel evit ar gounezvouedel e Bro C'hall a-bezh hag e Breizh ivez evel ma 'vez gwelet er mare-mañ gant an uzinioù o serriñ hag an taossoù o kreskiñ. Start e vez d'ar beizanted gounid o vara ha meur a hini a rank lakaat un termen d'o stalioù. Penaos talañ ouzh an enkadenn a vez er mare-mañ gant ar gounezvouedel ? Alexandre Bourhis, prezidant Solidarité Paysans e Penn ar Bed en eus roet e soñj deomp.