Kerzhadenn al Lorc'h e Rostrenenn
Disadorn e oadalc'het ur « pride » e Rostrenenn, ur « bourmenadenn al lorc'h » e-giz ma vez lâret, evit ar wech kentañ ! Preparet eo bet ar gerzhadenn-mañ gant ar gevredigezh Antidotes, dilojet da Rostrenenn n'eus ket gwall bell zo. An dra-se a ra an digarez deomp da gontañ deus ar pezh a vez ar gevredigezh-mañ oc'h ober er vro. Selaouomp Loeizon, aterset gant Benjamin Bouard.