Keleier ar vro d'al Lun 20 a viz Ebrel 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Kenstroll Breizh a ya kuit deus ar rouedad european YEN
Ar sizhun baset e oa bodet tud yaouank a vinorelezhioù Europa e Montroulez. YEN (Youth european nationalities) eo anv ar rouedad aozadurioù bihan a dolpa anezhe evit lakaat da dalviñ o gwirioù. Ag al Lun betek ar Sadorn, tem ar sizhun a oa penaos e c’hella ar minorelezhioù kenlabourat get ar strollegezhioù lec’hel betek ensavadurioù european evit ober gete. Kenstroll Breizh a zo barzh a rouedad evit difenn yaouankiz Breizh. Disadorn he deus divizet ar gevredigezh kuitaet YEN da vat, goude mizioù a disfi. Loeiz Albert-Becker, Enora Al Louarn hag Anna An Intañv, a oa doc’h Mikro Aodren Trehin. Emaint é vonet da zisplegañ an abegoù o deus kaset anezhe da dapiñ an diviz-se, en ur ouiet ouzhpenn e oa Loeiz Albert-Becker prezidant YEN. N’eo ket distêr ar rebechoù a zo graet gete !
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Dizoleiñ Brezhoneg Groe gant ur geriadurig nevez
Ul levr kaer a zo bet nevez embannet get Goater : Geriadurig breton Groe hag a voda 3250 gêr. 5 plez labour a zo bet afer evit kaouit ur renabl ken klok ! Mailys Princé, kelennourez brezhoneg hag oberiant àr ar rouedadoù sokial evit brudiñ yezhoù ha sevenadur ar vro he deus er savet a gevred get Bernard Le Béhérec genidig a Groe. Muioc’h a zisplegadennoù geti.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Ha da glevet ivez :
Gwalldaol e Kiev & keloù deus ar brezel etre Russia hag Ukraina
Fin an harz-tennañ etre Iran ha SUA ?
Bresk eo an harz-tennañ e Liban
Bruno Retailleau, kadoriad an tu dehou LR zo bet dilennet 'giz den war ar renk e anv ar Republikaned
Disoc'h ar c'hrogadoù Melldroad ha Rugby
Redadeg ar Roazhon Urban Trail en deus graet berzh