Koñkour kontadennoù Kan ar Bobl
D'an 11 ha d'an 12 a viz-Ebrel 'oa dalc'het diwezhañ tro ar C'han-ar-Bobl e Pondi. Meur a goñkour kan a vez dalc'het bep bloaz eveljust : kan da zañsal, kan da selaou, krouidigezh, e-unan pe daou-ha-daou, met arabat disoñjal 'vez kontet ivez ! Un ugent konter ha konterez bennak a oa bet disadorn goude-merenn neuze, tud deus a-bartout, da gontañ e brezhoneg pe e gallaoueg. Kalzig a vugale a oa bet o kontañ e brezhoneg memes, bugale skolioù Diwan Gwened pe Kemperle dreist-holl.
n taol-mañ eo aet priz kentañ ar c'hontadennoù brezhonek gant Mickael Roubier, deus Bro-Gwened, hag an eil gant Alphonse Raguenez, deus Bro-Leon. Evit ar vugale 'neus kavet gwelloc'h ar juri lakaat daou zen war ar memes pazenn : aet eo ar priz kentañ gant Tilio Le Galloudec ha Koupaia Mollo-Brejent.
Selaouomp Yann-Charlez Kaoudal, a oa er juri kontadennoù e brezhoneg.