Dijoloit program GBB 2026!
A benn daou viz hanter e vo Gouel Broadel ar brezhoneg e Mellag en-dro, kostez Kemperle. Kinnigoù a bep seurt a vo evit ar re vras hag ar re vunud etre ar gwener 26 hag ar sul 28 a viz Mezheven !
Program ar sonadegoù a zo nevez bet embannet hag ar program klok a vo edan berr.
Jenovefa Rosmorduc, gopradez Mignoned ar brezhoneg, ar gevredigezh a aoza ar gouel, er ginniga deomp.
Ar program dre ar munud get an eurioù a zo da gaouit dre àr lec’hienn internet.
Klozet vo enskrivadurioù an taol lañs e derroù miz Mae.
Emañ c’hoazh skipailh aoziñ ar GBB é klask àr lerc’h tud a volonte vat. Kerzhit e darempred gete mard oc’h koutant da rein un tamm sikour !
Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.