en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 16 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 16 a viz Ebrel 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Oberennoù klok Jakez Kerrien embannet gant Al Liamm

Al Liamm a zo o paouez embann e oberennoù klok « Re am bije karet ar brezhoneg », gant barzhonegoù, danevelloù, studiadennoù hag ur pezh-c’hoari. Jakez Kerrien a zo bet beleg e vuhez-pad, met kamalad skolaj da Youenn Drezen ha da Jakez Riou e oa bet ivez, kamalad rejimant gant Roparz Hemon, ha bet beleget e 1926 goude e studi prederouriezh e Belgia hag e Roma. Dastum e skridoù a zo bet al labour kentañ kaset da benn gant Bernez Rouz, gant skoazell Tudual Huon, rener Al Liamm a vo klevet diouzhtu.

30 vloaz ar strollad Loened Fall

Disadorn e vo lidet 30 vloaz ar strollad Loened Fall war un ton bras e Pañvrit ar Beskont. Ar strollad brudet mat e bed ar festoù noz a vo war al leurenn ‘sambles gant kanerien ha sonerien all deus ar vro evel Bagad Pañvrit, Carré Manchot pe Ebrel/Le Buhé. Selaouomp diouzhtu Marthe Vassallo a lavar deomp penaos eo bet eviti an tregont vloaz o kanañ er strollad.

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Pevarzek den a zo marvet e Ukren dec'h da noz

- 500 000 den dibaper a resevo paperioù e Spagn

- Ne vo ket studiet ar sinadeg a-enep al lezenn Yadan gant ar Vodadenn Vroadel

- 115 skrivagner.ez a guito an ti embann Grasset

- Labourioù 'vo graet e Penn-ar-Bed evit degemer an dud nammet war an traezhennoù

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio