Keleier ar vro d'ar Yaou 16 a viz Ebrel 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Oberennoù klok Jakez Kerrien embannet gant Al Liamm
Al Liamm a zo o paouez embann e oberennoù klok « Re am bije karet ar brezhoneg », gant barzhonegoù, danevelloù, studiadennoù hag ur pezh-c’hoari. Jakez Kerrien a zo bet beleg e vuhez-pad, met kamalad skolaj da Youenn Drezen ha da Jakez Riou e oa bet ivez, kamalad rejimant gant Roparz Hemon, ha bet beleget e 1926 goude e studi prederouriezh e Belgia hag e Roma. Dastum e skridoù a zo bet al labour kentañ kaset da benn gant Bernez Rouz, gant skoazell Tudual Huon, rener Al Liamm a vo klevet diouzhtu.
30 vloaz ar strollad Loened Fall
Disadorn e vo lidet 30 vloaz ar strollad Loened Fall war un ton bras e Pañvrit ar Beskont. Ar strollad brudet mat e bed ar festoù noz a vo war al leurenn ‘sambles gant kanerien ha sonerien all deus ar vro evel Bagad Pañvrit, Carré Manchot pe Ebrel/Le Buhé. Selaouomp diouzhtu Marthe Vassallo a lavar deomp penaos eo bet eviti an tregont vloaz o kanañ er strollad.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Pevarzek den a zo marvet e Ukren dec'h da noz
- 500 000 den dibaper a resevo paperioù e Spagn
- Ne vo ket studiet ar sinadeg a-enep al lezenn Yadan gant ar Vodadenn Vroadel
- 115 skrivagner.ez a guito an ti embann Grasset
- Labourioù 'vo graet e Penn-ar-Bed evit degemer an dud nammet war an traezhennoù