Afer 'zo tud a youl-vat evit ma gendalc'hehe Kan ar bobl!
Kan ar bobl a zo ur c’honkour kan milvrudet e Breizh a bezh krouet e 1973 get Polig Montjarret.
An achimant sizhun baset, ar sadorn 11 hag ar sul 12 a viz Ebrel e oa ar final e Pondi.
Ul lodenn vras a tud ar skipailh o deus disklêriet n’int ket evit dalc’hiñ get an aozadur ken.
Kinnig a reomp deoc’h selaou Gwen Vorc’h ha Mireille Carel a volonte vat a c’houde 30 vlez, ha Maksim Crahé, prezidant ar gouel.
Afer o deus tud nevez prest da gas startijenn pe bejon él ma vez laret e bro Gwened. Neuze mard oc’h koutant da gemer perzh, kerzhit e darempred get ar gevredigezh !