Birvilh a zo e Douarnenez ur miz a-raok ar Redadeg
A-benn ur miz e loc'ho Ar Redadeg eus Lannuon ! Ha birvilh a zo dija gant bugale Douarnenez, hag ar re vrasoc'h ivez. Dec'h e oa bet aozet un abadenn war ar porzh evit kregiñ da lidañ ar gouel-se. Deuet e oa an arzourien Plouz ha Foenn ha Nolwenn Korbell da ganañ ar ganaouenn ofisiel. Ha bugale hentenn divyezhek kêr o doa kanet kanaouenn ar vugale. Fier-bras e oant o vezañ bet dibabet gant ar voterien, ha da ganañ dirak ho familhoù...
Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Kanañ a raio bugale skol divyezhek Fañch Gwilhou evit loc'hañ ar Redadeg e Lannuon. Ha chom a ra kilometradoù da werzhañ war lec'hienn ar Redadeg ma fell deoc'h harpañ ar skolioù Diwan ha pemp raktres all evit kas waraok hor yezh !