Keleier ar vro d'al Lun 13 a viz Ebrel 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
D-30 evit ar Redadeg !
A-benn ur miz e loc'ho Ar Redadeg eus Lannuon ! Ha birvilh a zo dija gant bugale Douarnenez, hag ar re vrasoc'h ivez. Dec'h e oa bet aozet un abadenn war ar porzh evit kregiñ da lidañ ar gouel-se. Deuet e oa an arzourien Plouz ha Foenn ha Nolwenn Korbell da ganañ ar ganaouenn ofisiel. Ha bugale hentenn divyezhek kêr o doa kanet kanaouenn ar vugale. Fier-bras e oant o vezañ bet dibabet gant ar voterien, ha da ganañ dirak ho familhoù...
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Koñkour kontadennoù ar c'han ar bobl
Disadorn ha disul 'oa dalc'het diwezhañ tro ar C'han-ar-Bobl e Pondi. Meur a goñkour kan a vez dalc'het bep bloaz eveljust : kan da zañsal, kan da selaou, krouidigezh, e-unan pe daou-ha-daou, met arabat disoñjal 'vez kontet ivez ! Un ugent konter ha konterez bennak a oa bet disadorn goude-merenn neuze, tud deus a-bartout, da gontañ e brezhoneg pe e gallaoueg. Kalzig a vugale a oa bet o kontañ e brezhoneg memes, bugale skolioù Diwan Gwened pe Kemperle dreist-holl. Selaouomp Yann-Charlez Kaoudal, a oa er juri kontadennoù e brezhoneg disadorn.
Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard
Ha da glevet ivez :
C'hwitet e oa ar c'hevraouiñ etre Iran ha Stadoù Unanet
Emgannoù e Liban
An tu-kleiz dizalc'hour EH Bai e penn kumuniezh tolpad kêrioù Bro Euskal
Baba Merzoug, ar c'hanol aljerian staliet e arsanailh Brest a zistroio da Aljer ?
Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn-sizhun