Keleier ar vro d'ar Gwener 10 a viz Ebrel 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Artemis 2 war hent an distro
Hiviz eo sañset Artemis 2 da zont d'an Douar en-dro. Pevar den (tri faotr hag ur vaouez), pevar atronot, a oa bet kaset etramek al Loar d'ar c'hentañ a viz-Ebrel hag arruet eno disul. Gant o c'hapsulenn o doa gallet ober an dro d'al Loar ha tremen eus an « tu teñval » e-giz 'vez lâret, an tu kuzhet ha ne weler ket ac'hann war an Douar. Ar wech kentañ eo ma vez kaset tud keit-se deus an Douar ivez. Met d'ober petra ? Benjamin 'neus goullet gant Dominique Merrien, eus ar gevredigezh Loargann, da zisplegañ an dra-se deomp.
Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard
Fest-noz an Agro a zo fenoz en Antipode e Roazhon
Ur fest-noz istorel a vo dalc’het fenoz, Fest-noz de l’Agro a vez dalc’het bep bloaz abaoe pemp bloaz ha daou ugent, aozet eo gant ar gevredigezh Fest-noz de l’Agro, ur gevedigezh a studierien deus Institut agro. Selaouomp diouzhtu Léanore Sichler prezidantez ar gevredigezh hag Aline Berthelot. Studiañ a reont b’an institut evit bezañ ijinourez war an agronomiezh.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Ha da glevet ivez :
Kevraouiñ etre Iran ha Stadoù Unanet a grog hiziv
Muntr ar c'hazetenner palestinian Mohammad Washash gant lu Israel e Gaza
Tomm eo bet Miz Meurzh er bed a-bezh
Nathalie Appérée zo bet dilennet 'giz Prezidantez Meurgêr-Roazhon