en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 9 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 9 a viz Ebrel 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas

Lydie Massard war ar renk evit rak-dilennadegoù an tu kleiz

Emañ ar vaouez eus Pondi ha kuzulierez-kêr en tu-enep war ar renk evit rak-dilennadegoù an tu kleiz ; da geñver an dilennadegoù prezidant a vo e 2027. E kichenn mouezh-aotreet an UDB e kaver tud kalz brudetoc'h e Frañs evel Marine Tondelier, François Ruffin pe c'hoazh Clémentine Autain. Perak 'ta en deus divizet ar strollad emrenour Breizhad mont war ar renk evit an dilennadegoù prezidant ? Muioc'h a zisplegadennoù gant Tifenn Siret, mouezh aotreet an UDB hi ivez.

Rannañ otoioù evit rannañ ar frejoù

D’ar poent mañ eo ur soñj c’hallfe bout talvoudus, rannañ an otoioù, pa weler pegen uhel eo erru priz an esañs ha kempenn ar c’hirri-tan. Roomp ar gaoz da bPierre Servain eus ar strollad "Collectif national de l’auto-partage entre particuliers".

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Kantadoù a dud a zo bet lazhet e Liban gant an arme Israelian dec'h

- Gellout a rafe Victor Orban koll an dilennadegoù e Hungaria

- Dont a raio bro Elzas da vezañ ur rannvro

- Manifestet o doa an ambulañsourien e Kemper dec'h

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio