Deskiñ da forzh peseurt oad: Bernez zo selaouer lib 'ban UBO
Disoc’h eo ar bloavezh skol-veur ! Digwener ‘oa devezh diwezhañ ar c’hentelioù ‘ban UBO ‘ba Brest. Komans ‘ra bremañ ar prantad da dremen an arnodennoù evit ar bras eus ar studierien. Met ul lodenn deusho zo da vat o vakañsiñ. Graet ‘vez « Auditeur lib » pe selaouerien anezho. Bernez Gentil ‘zo unan deusho. Pevar bloaz zo ‘noa divizet lakaat e anv ‘bar skol-veur. Bountet ‘oa bet gant ar c’hoant kenderc’hel da deskiñ ur wech ‘oa en em gavet war e leve. Dibabet ‘noa mont da selaou kentelioù istor. Emañ gant Erwan Blanchard.