Amzer fall, kresk priz an dour tan, diaes eo bet ar goañv gant peizanted Bro-Leon
Echu ar goañv hag ur prantad start evit peizanted hanter noz Bro-Leon. Gant un amzer zo cheñch dicheñch n’eo ket anat d’ar beizanted gellout bevañ diwar o labour. Etre ar glaveier puilh, an avel pe c’hoazh prantadoù amzer re glouar ‘neunt bet mizer da werzhañ o froduction kaol-fleur. 18 % nebeutoc’h a legumaj zo bet gwerzhet e kerzh ar goañv mañ evit ur bloaz zo. Un nebeut displegadennoù gant Gwennoline Moussière, zo produerez legumaj ha produerez laezh war un dro. Emañ gant Erwan Blanchard.