RC Gwened zo gant hent an Top 14!
Gant 94 poent bet gounezet betek-hen, emañ Rugbi Kleub Gwened ‘ba plas kentañ ouzh renkadur ar Pro D2… Pell araok Colomiers zo en eil plas gant 76 poent. Diwar ar 24 krogad ‘neunt c’hoariet ‘neunt gounezet paotred Gwened 20 match, graet ur match rampo ha kollet tri match hepken. Trec’h ‘oa bet RC Gwened war Nevers digwener tremenet gant un disoc’h bamus : 52 da 7. Tost sur eo en em gavo RC Gwened ‘ba plas kentañ eus ar c’hampionad se. Penaos e c’haller displegañ eo pell barrekoc’h skipailh Gwened ‘vit ar re all ‘zo ‘ba Pro D2 ? Un nebeut respontoù gant Zan Michat a ya da welout an holl grogadoù zo war dachenn La Rabine. Emañ gant Erwan Blanchard.