Ur gentel basket gant ur c'hoarier a vicher
Abaoe un nebeud bloavezhioù o deus bugale skolioù Diwan Kemper ar blijadur da vont d'ober anaoudegezh gant c'hoarierien basket a-vicher klub Maouted Kemper. Dilun e oa bet klasoù CM diwan Kermoger da weladenniñ ar sal basket nevez flamm en Dour-wenn, ar C'hostum Park. Gallet o deus c'hoari basket gant kabiten ar skipailh, Joel Awich. Muioc'h a ditouroù war an devezh-se gant Brewalen Kergoat, skolaerez e skol diwan Kermoger.
Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.