en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 2 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 2 a viz Ebrel 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintn-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Mizer o deus produerien bro Leon da werzhañ o legumaj

Etre ar glaveier puilh, an avel pe c’hoazh prantadoù amzer re glouar ‘neunt bet mizer da werzhañ o froduadur kaol-fleur. 18 % nebeutoc’h a legumaj zo bet gwerzhet e kerzh ar goañv mañ evit ur bloaz zo. Un nebeut displegadennoù gant Gwennoline Moussière, zo produerez legumaj ha produerez laezh war un dro. Emañ gant Erwan Blanchard.

Ur gentel basket gant c'hoarierien a-vicher !

Dilun e oa bet klasoù CM diwan Kermoger da weladenniñ ar sal basket nevez flamm en Dour-wenn, ar C'hostum Park. Gallet o deus c'hoari basket gant kabiten ar skipailh, Joel Awich, ha gwelet c'hoarierien a-vicher all. Muioc'h a ditouroù war an devezh-se gant Brewalen Kergoat, skolaerez e skol diwan Kermoger

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Votet en deus parlamant Israel ar c'hastiz marv evit ar balestinianed

- Erruet eo ur c'hargo rusian karget a betrol e Cuba

- Keloù eus ar brezel er Reter Kreiz

- Ne yay ket ar besketerien war vor 'blam da briz ar petrol

- Maer kozh ar Pont en deus savet ur rekour da geñver eil tro an dilennadegoù

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio