Mael Garreg, dilennad e Pennrynn (Kerneveur) 'zo bet trec'h àr ar glifozat!
E Bro Frañs eo difennet implij pestisidoù get an tier-kêr a c’houde 2017. Met ober get ar glifozat evit kempenn ar riblennoù da skouer, a zo aotreet c’hoazh barzh ur bochad broioù.
Mael Garreg, ur breizhad é chom e Kerneveur, a zo kuzulier-kêr e Pennrynn, ur gumun 9000 annezad, e-tal Falmouth.
Souezhet bras eo bet an dilennad get ar skritell politikel Mebyon Kernow (emrennour ag an tu kleiz), pand deus dijoloet e veze graet get ar glifozat atav. Dijoloet e oa bet an dra-se geton dre zegouezh, da zigarez studi ar budjed. Un taol-kaer e oa lakaat ar barrez, ha zoken an tolpad-kêrioù, da chom hep strewiñ glifozat pa ouier e vez implijet get kazi razh ar c’humuniou e Kerneveur. Setu eñ é tisplegañ penaos eo daet da benn da cheñch penn d’ar vazh e Pennrynn.
Mael Garreg a oa bet aterset get Aodren Trehin.