Larsen ha mediator 196 : Emdroadur ar c’hountry abaoe 1970 (1) : country rock, outlaw country ha red dirt
Ur pezh mell lamm a ra ar c’hountry abaoe meur a vloaz, 20 miliard a donioù country a oa bet selaouet war ar savennoù e 2023, ul lamm eus 25 % e-kenver ar bloavezh kent, ret eo lâret e kemmesk hiziv ar c’hountry ar pop hag un toullad stiloù all.
Feiz ‘vat ne yin ket dre ar munudoù pa vo kaoz da gontañ istor ar c’hountry, amañ c’hoazh ez eus chapelioù niverus liammet ouzh ar stadoù, Texas, Tennessee, Oklahoma, Kentucky hag all. Ar pezh a ginnigan deoc’h kentoc’h eo ur gournij eus ar stiloù country abaoe ar bloavezhioù 70 ha kregiñ a reomp diouzhtu gant ar pezh a voe anvet ar c’hountry-rock e deroù ar seventies gant The Flying Burrito Brothers…
Playlist :
- The Flying Burrito Brothers : Christine’s Tune
- Eagles : Outlaw Man
- Willie Nelson : Shotgun Willie
- Waylon Jenning : Are You Sure Hank Done It This Way
- The Red Dirt Rangers : Kite Flyers
- Steve Earle : Copperhead Road
- Garth Brooks : Two Of A Kind, Workin' On A Full House
- Tania Tucker : Not fade away
Levrlennadur :
- “Country & Americana, Un panorama en 100 disques essentiels” – Arnaud Choutet – Embannadurioù Le mot et le reste