Un emglev zo bet kavet etre div listenn eus an tu kleiz en Oriant
E meur a lec'h e Breizh o deus dibabet listennoù an tu kleiz en em vodañ evit eil tro an dilennadegoù ti-kêr, evel e Brest, Konk-Kerne, Naoned pe c'hoazh an Oriant. En Oriant just a walc'h e oa bet skubet ar sokialourien eus an ti-kêr e 2020 gant Fabrice Loher, ha tapet neuze ar gêr gant an tu dehoù. Ha lañs a zo gantañ a-raok eil tro an dilennadegoù disul. 35,4 % eus ar mouezhioù a zo aet gantañ, 23% gant an ekologour Damien Girard, 19% gant ar sokialourez Gaelle Le Stradic, ha tost 16% eus ar mouezhioù a zo aet gant Théo Thomas, eus an RN.
Met bodet asambles e c'hellfe strolladoù an tu kleiz rastellat 42% eus ar mouezhioù ha gounit neuze an dilennadegoù. Muioc'h a ditouroù war ar strategiezh-mañ gant Korentin Gaillard a zo 5vet war al listenn unvan a gleiz.
War listenn Gaelle Le Stradic hag al listenn unvan emañ Ioana Lemoine e anv an UDB. Diaes eo bet ar c'houlzad kabaliñ etre an div listenn a-gleiz hervezhi met anat e oa d'he listenn ober un emglev a gleiz en eil tro evit interest an Oriant. Simbolek eo perzh an UDB war al listenn unvan avat rak ne vo kuzulier pe kuzulierezh-kêr ebet eus ar strollad emrenour e-touez ar skipailh dilennidi nevez ma z a ar maout gant Damien Girard disul. Divizet o deus danvez dilennidi an UDB chom hep kabaliñ etre an div dro, emezi.