Nozvezh ar yod-kerc'h
D'an 21 a viz-Meurzh e oa dalc'het « Nozvezh ar yod-kerc'h » e Landelo, e-kichenn Karaez. Tregont 'vloaz 'zo, pe ouzhpenn, e vez renket an abadenn-mañ gant ar gevredigezh Oaled Landelo bep bloaz. War-dro tri-ugent a dud a oa bodet en-dro d'an daol er Presbital Kozh, da zebriñ soubenn ha yod-kerc'h, e-ser kanañ ha kontañ rimodelloù, hag e brezhoneg tout marplij ! Met da zigentañ evel-just e ranker fardañ yod-kerc'h ! Benjamin Bouard oa bet o kuriuzañ eno ha degouezhet gant Christine ha Gaby, hag a oa davat o treiñ ar vazh-yod er chidourenn, an daou ganer Fulub Vouadec ha Jean Billon, ha Nadia ha Benjamin, ur c'houblad tud yaouank deuet deus Kemper.
Ur reportaj gant Benjamin Bouard.