Nac'haet 'neunt pevar falc'her OGK da vont da desteniañ er c'homiserdi!
Galvet ‘oa pevar falc’her OGK da vont d’ar c’homiserdi ‘ban Oriant en deizioù mañ. Petra zo kaoz ? Skuilhet ‘noant livaj gwer war bidoñsoù glyphosate ‘ba stalioù Jardiland ha Gamm Vert ‘ba Lann ar Ster zo chouk d’an Oriant. Ar pal a zo sklaer eo lakaat war wel produioù danjerus zo gwerhzet c’hoazh hag ingalet war ar parkeier. Nac’haet ‘neunt mont da desteniañ. Muioc’h a displegadennoù gant Jil Kilevere zo unan eus ar falc’herien ‘oa galvet. Emañ gant Erwan Blanchard.