en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Jean-Yves Coail gant e re ski e plij dezhañ c'hoaï

Jean-Yves Coail gant e re ski e plij dezhañ c'hoaï

Monts d’Arrée Glisse, sed aze anv ur gevredigezh ski zo staliet ‘ba Plouzane war bord ar mor, soñjit ‘ta ! En he fenn emañ Jean-Yves Coail abaoe muioc’h ‘vit 15 vloaz. Hemañ, paotr Bolazec anezhañ, a gas strolladoù tud da skiañ teir gwech ar bloaz gant ar gevredigezh. Met ouzhpenn aozañ ar beajoù da vont da skiañ, pelloc’h ‘vit Menez Are sur dac’h, e teska d’an dud ar mod da skiañ gant Jean-Yves zo monitour ski diplomet, mar plij ganeoc’h. Diskenn buon gant ar pistennoù ski du kentoc’h e plija dezhañ kement ha mont da skiañ er-maez d’ar pistennou. Hudu ‘ba abadenn sportoù emaomp o vont da lakaat ar gaoz war ar sportou goañv un tamm peogwir n’eo ket disoc’h gant ar prantad da vont da skiañ. D’ar poent m’emaon o komz ganeoc’h emañ Jean-Yves Coail ‘ba ur bus da vont sa an Alpoù… Petra eo Monts d’Arrée Glisse… ouzhpenn ‘vit ur gevredigezh moarvat ! Jean-Yves Coail zo gant Erwan Blanchard.

Sportoù

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio