Avel Em Fenn - Lun 16 a viz Meurzh
Trist eo an traoù e Boulvriag e lec’h ma vo serret skol Diwan e miz Even ablam d’ur gudenn batis. Enora Alory, eil-prezidantez an AEP, ha Bronwenn Pinschof, prezidantez kuzul-skoazell ar skol, a zo bet aterset gant Benjamin Bouard, deus radio Breizh.
Urielle Jañ a ra enduaj e bro Dreger met kont a ra ivez deus ar mare en doa bevet e bro Vrazil.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar rann diwezhañ Made e Breizh.
Keleier ar vro : Erwan Blanchard
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy