en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Pell dirak emañ listenn ar vaerez Isabelle Assih e Kemper

Pell dirak emañ listenn ar vaerez Isabelle Assih e Kemper

Leun chouk e oa sal degemer an ti-kêr e Kemper dec'h da noz ha birvilh a oa gant an dud a c'hortoze an disoc'hoù gant aked. Tost 59 % eus ar voterezed ha voterien a zo aet da votiñ en dro gentañ e Kemper. Ar vaerez Isabelle Assih, eus an tu kleiz, a zo erruet e penn, gant 46,7% eus ar mouezhioù. En eil plas eo en em gavet Guillaume Menguy, a vode strolladoù an tu dehoù hag ar c'hreiz, gant 32,3%. Da drede eo aet 10,9% eus ar mouezhioù gant Christel Henaff eus an RN ha nepell a-dreñv, da bevare, Marie Lauwers eus an tu kleiz radikal gant 10,1%. Metig Jakez-Vargas a oa war al lec'h, goulennet he deus o soñj war an disoc'hoù-mañ gant an danvez dilennidi. Selaouomp da gentañ ali Marc Andro, eus listenn ar vaerez Isabell Assih, hag Anna-Vari Chapalain, bet dilennadez e-pad respet kentañ ar vaerez.

Ar peder listenn o deus tapet ouzhpenn 10% eus ar mouezhioù e Kemper. Chañsoù bras a zo e chomfe an traoù evel m'emaint ha ne vefe ket skoulmet emglev ebet gante evit an eil-tro. Kadorioù a vefe neuze evit an holl listennoù er c'huzul-kêr, zoken evit an RN, a vefe gwelet eo evit ar wech kentañ.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio