Avel Em Fenn - Gwener 6 a viz Meurzh
En hous abadenn hiniv:
Ur reportaj ag Obidoù Charlie Grall, get Anton Burel a Radio Breizh,
Hag ur reportaj a forom ar micherioù e Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan e Gwened, get Gael an Du a Radio Bro Gwened.
Alan Goulven a ro doereioù ar VIH hag ar SIDA en e gronikenn Yec'hed,
Ha Joseph Laurans a gendalc'h ar gaozeadenn a-ziar ar gevredigezh SoliTreger doc'h mikro Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh.
E kreiz an abadenn vez kaset Keleier ar vro hag ar bed get Anton Burel
Ha Maëlys, stajiadez Roudour, zo er studio get Emrys! Kinnig a ra ur sonenn hag a blij dezhi ur bouchad.