Produet e Breizh en eus galvet da vanifestiñ 'enep d'an ekotaoss
Da greisteiz 'ba ur bern embregerezhioù 'ba Breizh 'oa lakaet ar c'hloc'h tan da seniñ. Galvet 'oant gant ar gevredigezh "Produet e Breizh" 'vit manifestiñ a-enep an ekotaos 'vo lakaet da dalvezout 'benn penn kentañ miz Genver kentañ. 'Ba Triskalia 'ba Landerne 'oa lakaet an implijidi da vont porzh ha gant rener ar stal 'zo graet un tamm prezegenn 'vit displegañ peseurt efed 'vo an ekotaos war o embregerezh. Erwan Blanchard 'oa war blas. Emañ gant Malo Bouessel-du-Bourg, rener "Produet e Breizh".