en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gwallgaset eo an evned-mor get ar c'horventennoù diehan

Gwallgaset eo an evned-mor get ar c'horventennoù diehan

A c’houde penn kentañ ar blez e vez korventennoù forz pegement. Poanius eo evit an dud, él rezon, met ivez evit al loened. An evned-mor a zo gwallgaset get an amzer fall.

Ronan Debel, ezel an LPO, ur gevredigezh a wareza an evned, a zo àr an dachenn get ar Reoma. Ar rouedad-se, hag a sifinia « réseau d’échouage des oiseaux marins », a zo a hed ar meurvor altantel betek Euskadi ha zoken e Portugal ha Spagn. Evezhiañ, kontiñ ha renabliñ a ra an evned àr un tamm aod e bro Vigouden.

Ma gavit un evn breskaet get ar c’horventennoù, grit get an arload ICAO ha pellgomzit da SOS Faune sauvage Bretagne.

Div greizenn a zo e Breizh evit soaniañ al loened gwez : e Pleuveur-Bodoù kostez Perroz-Gireg, hag e Langidig, e-tal an Oriant. Mard oc’h pell doc’hte e vec’h lakaet e darempred get tud a youl-vat evit kas an evned eno.

Ha mard eo marv al loen eo gwelloc’h laoskel anezhon en ur chom hep en touchañ hag ober get an arload ivez.

Muioc’h a ditouroù a gavec’h àr lec’hienn LPO Breizh.

Un atersadenn kaset get Aodren Trehin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio