en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ouzhpenn ur sport eo ar Sambo evit ar familh Delorme !

Ouzhpenn ur sport eo ar Sambo evit ar familh Delorme !

Hag anavezout a rit ar Sambo ? Ur sport gouren eo, eus bro Rusia. Ijinet e oa bet er bloavezhioù 1930 da vare an URSS o veskañ meur a sport all : ar judo, ar boxe, ar gouren hag ar samoz. N'eo ket gwall vrudet e Kornôg Europa, met kleuboù a zo e Breizh memestra. Disadorn e oa aozet ur genstrivadeg etre-rannvroel e Pleiben, gant kluboù Breizh ha Normandie. Eno he doa Metig Jakez-Vargas graet anaoudegezh gant bugale ar familh Delorme, a zo sot holl gant ar sport-se hag a reont abaoe o bugaleaj...

Budog, Konan hag Elowen Delorme eus klub Celtic Contact Pleiben, hini brasañ Breizh, ho peus klevet aze. Seiz kampion Frañs a zo er c'hlub.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio