en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Tud yaouank a vo war ar renk evit an dilennadegoù e Konk-Kerne

Tud yaouank a vo war ar renk evit an dilennadegoù e Konk-Kerne

26 bloaz eo Youn Aubry. Hag en naontekvet plas emañ war listenn keodedel Konk-Kerne evit an dilennadegoù ti-kêr, anvet « Konk-Kerne keodedel ha kenperzhus ». Kalzig a dud yaouank eveltañ a zo war al listenn-se eus an tu kleiz, ha 44 bloaz eo keidenn oad an dud war ar renk er strollad-se. Displegañ a ra deomp petra n'eus roet c'hoant dezhañ kemer perzh en ul listenn evit an dilennadegoù ti-kêr...

Youn Aubry eus al listenn « Konk-Kerne keodedel ha kenperzhus» a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Kaset eo al listenn-se gant un daouad : Thomas Le Bon ha Manon Rosario. Pemp listenn all a glasko gounit kêr Konk-Kerne ha diaes eo gouzout gant piv e yelo ar maout ! Ul listenn a vo kaset gant André Fidelin, bet maer kozh ar gumun e-pad 2 resped, eus an tu dehoù ha soutennet gant ar strollad LR. Unan all eo listenn ar sokialiour Gilbert Le Bris, bet maer ar gumun eñ ivez, e-pad 3 resped. Philippe Le Coz, eus ar c'hreiz a zo ivez war ar renk, koulz ha Quentin Le Gaillard, eus an tu dehoù, a zo e penn kabined Mael de Calan eo en departamant. Hag ul listenn diwezhañ a vo kinniget gant Christian Perrez, un den eus an tu-dehoù pellañ ha n'en deus ket resevet harp an RN.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio