Start e c'hell bezañ sevel listennoù er c'humunioù bihan
« Klask a zo war lec'h c'hwec'h den evit gellout kinnig un eil listenn e kumun Edern », e Penn-ar-bed. Setu ar pezh a zo bet embannet gant al listenn « Donnons le choix à Edern » dilun. E Plovan, er vro Vigoudenn, eo en em zisklêriet ul listenn kentañ e penn kentañ ar sizhun. Hag un eil a vefe da zont. Met n'eo ket bet aes kavout tud da vont war ar renk, evel e kumunioù bihan all. Ha dreist holl kaout div listenn evit gellout kaout un dibab ha mennozhioù liessoc'h. Selaouomp ali Dominique Andro, maer Plovan, en deus divizet chom hep mont war ar renk en-dro.
Dominique Andro, maer Plovan, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Al listennoù a rank en em enskrivañ er prefeti a-raok ar 26 a viz C'hwevrer.