Kabaliñ e brezhoneg: skouer Lokmikaelig
A benn ar 15 a viz Meurzh e vo tro kentañ an dilennadegoù-kêr.
E Lokmikaelig, ur gumun vihan e reter morlenn an Oriant eh eus div listenn àr ar renk betek bremañ. Unan a zo kaset get ar maer a zo é achiv e resped, Eric Paturel, hag an eil, « Locmiquélic l’avenir à babord, Lokmi a-gleiz » a zo renet get Marc Geourjon.
Divyezheg eo anv al listenn, ha n’eo ket dre zegouezh ! Kabaliñ e brezhoneg a ra ar skipailh-se. Moiand zo gober daoust ma ne gomza ket razh an dud ar yezh, él ma zisplega Stéphanie Coquillon.
Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.