en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Stabil e chom an niver a vugale skoliataet e brezhoneg e KBI

Stabil e chom an niver a vugale skoliataet e brezhoneg e KBI

Evel bep bloaz e kinnig kêr Gemper ur bilañs eus an deskadurezh e brezhoneg war ar gumun hag e kumuniezh kumunioù Kemper Breizh Izel, asambles gant an hentennoù katolik ha Diwan. Chom a ra stabil e 2025 an niverenn a vugale enskrivet en hentennoù e brezhoneg, kresket eo zoken eus 1,8%, daoust d'an digresk demografel hollek. Muioc'h a ditouroù gant Anna-Vari Chapalain, eilmaerez en karg eus ar brezhoneg ha Roland Martot, en karg eus ar brezhoneg en eil derez en deskadurezh katolik.

755 bugel a zesk brezhoneg er skol e Kemper ha 1173 war takad Kemper Breizh Izel. Skolioù gant klasoù e brezhoneg a zo e c'hwec'h kumun diwar ar pevarzek a zo er c'humuniezh kumunioù.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio