en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Yec'hed, transportoù ha kalite an dour : priorelezhioù al listenn "Evit Douarnenez"

Yec'hed, transportoù ha kalite an dour : priorelezhioù al listenn "Evit Douarnenez"

'Benn ur miz e vo tro gentañ an dilennadegoù ti-kêr. Tamm ha tamm e reomp tro al listennoù war ar renk, pa zo brezhonegrien ha brezhonegerezed eno. E Douarnenez ez eus div listenn a-gleiz, pa oa unvan an tu kleiz c'hwec'h bloaz zo. Yannig Poulhazan a zo war al listenn anvet « Evit Douarnenez ». Ul listenn a vod tud eus ar PS, ar PC ha tud eus ar strollad Génération.s, eveltañ. N'eo ket e goulzad kabaliñ kentañ. Ar wech-mañ e fell d'e listenn pouezhañ war ar yec'hed, an transportoù hag an dour...


Klevet ho peus Yannig Poulhazan eus al listenn « Evit Douarnenez ». Da geñver ar brezhoneg e fell d'al listenn digeriñ ur vagouri e brezhoneg e kêr ma z int dilennet. Div listenn all a zo war ar renk e Douarnenez. Unan a gleiz, anvet « Douarnenez kengred », ha kaset gant Françoise Pencalet, hag unan all a-zehoù, « Douarnenez a greiz kalon », kaset gant ar vaerez Jocelyne Poitevin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio