Rouedoù pesketa eus Breizh evit gwareziñ poblañs Ukrena!
A-drugarez da rouedoù pesketourien eus Breizh e c’haller saveteiñ buhez ur bern Ukreniz ! Rouedoù solud int gant mailh a feson zo implijet gant ar bagoù rouedañ ‘ba Breizh. Ur wech staliet ‘ba lec’hioù zo ‘ba Ukrena e harzhont an dronou, kaset gant lu Russia, da dizhout ha da lazhañ ukreniz. Da skouer, ‘ba bro Kherson, zo war an talbenn, ‘ba kreisteiz Ukrena, zo implijet rouedoù pesketa kozh seurt se ‘vit gwareziñ ar boblañs. Kaset int bet e miz Du hag e miz Kerdu tremenet gant izili eus ar gevredigezh Kernic Solidarités zo staliet ‘ba Trolez en hanter noz Bro-Leon. Jean-Jacques Tangi zo bet pesketaer ‘ba Mogerieg hag a zo prezidant ar gevredigezh ar re zo bet beuzet ‘bar mor, ‘neus graet ar bazh-valan etre ar besketaerien ha Kernic Solidarités… Emañ gant Erwan Blanchard.