Ar beilhourien : bep gwener da noz evit sevel a-enep d'an eured evit an holl
E Karaez evel en ur bern kêrioù all zo savet ur stroll beilhourien. Ar re-mañ en em vod bep gwener da noz war blasenn La Tour d'Auvergne, war-dro da c'houloù-koar, da bediñ ha lenn testennoù. O fal dezho e-mod-se eo sevel 'enep d'al lezenn Taubira, pe lezenn an eured evit an holl. Thomaz Jacquet 'n eus lañset ar veilhourien e Karaez, muioc'h a zisplegadennoù gantañ, deus mikro Tudual Karluer.