Ur plas bras 'neus Strollad ar Vro Bagan 'ba istor lennegel Breizh!
Peseurt perzh ‘neus Strollad ar Vro Bagan ‘ba istor al lennegezh e brezhoneg ha ‘ba istor sevenadurel ar vro. Adalek 1972 e vez c’hoariet pezh, savet pezhioù-c’hoari e brezhoneg, leurennet ‘nezho ha diskouezhet ‘nezho ‘ba salioù ar vro. Disadorn ‘oa bet roet ar gaoz da Erwan Hupel, kelenner war ar lennegezh vrezhoneg Skol-Veur Roazhon 2, da geñver ur brezegenn . Evitañ eo Strollad ar Vro Bagan unan eus an ensavadurioù pennañ war dachenn ar c’hoariva hag al lennegezh e brezhoneg abaoe m’eo bet roet lañs d’ar rann c’hoariva gant Goulc’han Kervella… Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.