en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Delwennoù 'vo staliet en Oriant da skignañ spered gouel ar gelted a-hed ar blez

Delwennoù 'vo staliet en Oriant da skignañ spered gouel ar gelted a-hed ar blez

Mard oc’h bet dija en Oriant, sur ‘walc’h peus gwelet delwenn Polig Montjarret.

Lakaet oe bet e 2008 e plasenn tavarn ar Roue Morvan, da enoriñ ar stourmer n’a kemeret perzh da grouiñ Kan ar bobl, gouel ar gelted, Amzer Nevez, bodad ar sonerion hag arall.

Ar gevredigezh nevez flamm « An Oriant kêrbenn etrekeltieg » a faota dezhi monet pelloc’h ha staliañ delwennoù arall e kêr ar 6 porzh. Delwennoù muzisianed brudet er broioù keltieg. Muioc'h vo laret get Yvonig ar Merdy, ezel ar gevredigezh, doc'h mikro Aodren Trehin.

A benn sikour da skignañ spered gouel ar gelted a-hed ar blez, moiand ‘zo deoc’h reiñ argant da skoazell ar raktres dre lec’hienn internet ar gevredigezh: https://lorientcapitaleinterceltique.bzh/

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio