« Tommder ar brezhoneg e kreiz ar goañv » setu kroget festival an Deizioù 2026!
« Tommder ar brezhoneg e kreiz ar goañv » : setu lugan festival an Deizioù, a vez dalc'het bep bloaz e bro an Oriant abaoe ouzhpenn 40 vloaz. Ne vez ket e brezhoneg hepken an abadennoù kinniget war ar programm, met gellout a ra ar vrezhonegrien kavout o lod memestra. War 20 kumun e bro an Oriant e vo aozet darvoudoù, betek fin miz Meurzh. Ar programm klok a zo da gavout dre lec'hienn Emglev Bro an Oriant.
Anjela Jaouen-Berthele e servij keodedel e Emglev bro an Oriant, Essylt Amos kenurzhierez sevenadurel ha Kristell Gillon, skoazellerez lies he c'hargoù, a gont deomp hiroc'h war an abadennoù a zommo hor c'halonoù ar bloaz-mañ...
Kaset e oa bet ar pennad-kaoz get Aodren Trehin.