"Kemper Unanet, Kengred ha Poblek" : ul listenn a-gleiz evit Kemper
Lañset eo ar c'houlzad kabaliñ evit an dilennadegoù ti-kêr ! Hiziv e rimp anaoudegezh gant unan eus listennoù Kemper, « Kemper, Unanet, Kengred ha Poblek ». Ul listenn eus an tu kleiz eo, a vod izili eus an NPA, LFI ha tud all maez eus ar strolladoù politikel. Hag ivez tud eus ar strollad « Kemper a-gleiz » evel Pêr Mens Pegail ha Pierre-Yves Pétillon, a vod tud tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg hag ouzh sevenadur Breizh. Disadorn e oa bet digoret burevioù al listenn e kreiz-kêr, straed ar Froud. Selaouomp anezhe...
Klevet ho peus Pêr Mens Pegail ha Pierre-Yves Pétillon, a harp al listenn « Kemper, Unanet, Kengred ha Poblek ». N'eus ket bet embannet c'hoazh al listenn glok gant ar strollad evit mont war ar renk. Met dibabet eo bet avat an daouad a vo e penn al listenn : Marie Lauwers, eus LFI ha Jean-Paul Debest, eus an NPA.