Atlas yezhoniezh Bro Gwened, levr nevez Loic Cheveau
Meur a atlas diàr brezhoneg bro Gwened a zo dija bet embannet, met hani ebet a oa klok. Setu perak emañ aet Loic Cheveau, yezhoniour ha kelenour brezhoneg, da studiañ ar yezh e razh ar parrezioù evit sevel ur 4vet atlas diàr Bro Gwened a bezh. Embannet e vo neuze edan berr Atlas yezhoniezh Bro Gwened. Maxime Crahé en doe er c’houviet da gomz diàr e labour.
Mard oc’h dedenet da glevet distagadur ar gêrioù zo renablet en atlas e c’hellit monet àr al lec’hienn internet « Banque sonore des dilectes bretons ».
Ur studi arall emañ dija Loic Cheveau é kas : ur levr àr yezhadur ar brezhoneg komzet e Bro Gwened.
Kredit foto: Loic Cheveau