en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@3500 petision enep meingleuz an Arzhanaoù.@@@ 300 a dud oa bodet disadorn da vitin evit monet enep ar raktres sevel ur meingleuz en Arzhanoù. En Arzhanoù emañ douget ar raktres get an antrepriz Pigeon-Cointeau a-c'houde daou vlez 'zo. En arvar e lakehe ekonomiezh ar vro, yec'hed an dud hag an endro ker e vehe staliet ar meingleuz tost-tre doh ar stêr Elle. Fanny Chauffin zo perzh er gevredigezh Elle Vev. Displeg a ra deomp hiroc'h doh mikro Yaëlle ar Mouel. An atersenn @@@FSU : digor ar prezegennoù diàr-benn ar c'helenn hag ar brezhoneg.@@@ 50 a gelennerion, izili ar sindikad FSU, oa bodet ar sizhun dremenet 'ba Braspartz evit sonjal a-zivout ar c'helenn e brezhoneg pe kelenn ar brezhoneg. En o mesk oa ivez kelennerion dañvezioù arall, divrezhonegerion anezhe, met dedennet get ar sujed-se. Armelle ar C'hoz, ezelez an FSU, doh mikro Anne Gouerou. Selaouit @@@Bier ar vro lakaet àr-wel e Sant Nigouden.@@@ 'Benn fin ar sizhun 'vo dalc'het eil saloñs ar bier hengounel e Breizh, e Sant Nigouden, e kreiz Breizh. Meur a feson 'vo da zijoleiñ ar bier : prezegennoù disadorn d'enderv àr ar mod da alejiñ bier, ha betag diskweziñ penaos ober bier er gêr, keunniget d'ar sul d'enderv. Nerin ar C'horr zo breser, hiroc'h neus lâret da d/Tudual Karluer. Amañ

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio