Kregiñ a raio ar festival Taol-Kurun ar sizhun-mañ
Ar gouel Taol Kurun a grogo 'benn diriaou. Un daou-ugent darvoud bennak a vo dalc'het ar bloaz-mañ e bro Kemperle, tro dro d'ar brezhoneg ha d'hor sevenadur, e-pad pemzektez. Hag evel bep bloaz e vo lakaet un tem war wel...an holl ditouroù gant Cécile Flouret, prezidantez Ti ar vro Bro Kemperle.
Cécile Flouret a oa ouzh mikro Morgane Cotten eus Radio Kerne. Gant Benn diriaou e vo digoret ar gouel gant fentigelloù Simon Cojean, e Rieg. Digwener da noz e vo tro Louis-Jacques Suignard da bignat war al leurenn evit e abadenn Douartolod, e Bei. Disadorn e vo abadennoù a bep seurt a-hed an devezh, ha kement-all betek penn kentañ miz C'hwevrer. Ar programm klok a zo da gavout dre lec'hienn internet Ti ar Vro bro Kemperle.